Brezhoneg (Breton language)
Brezhoneg (Breton language)
Sant Mikael Arc’hael, hon difennit e-barzh an emgann ha bezit hor gwarezour a-enep droughiezh hag itrikoù an diaoul. Ra vezo teñset gant Doue, hen goulenn a reomp gant ur galon izel. Ha c’hwi, priñs armead an Neñvoù, dre ar galloudoù a zo bet fiziet ennoc’h gant Doue, bountit en ifern Satan hag an drouksperedoù all, a red a dreuz ar bed a-benn kas da goll an eneoù. Amen.